Kanerien Sant Meryn
Laz-kanañ Ploveilh eo Kanerien Sant Meryn. 40 kaner a zo ennañ, renet gant Jean-Yves Le Ven. En em ginnig a ra ar strollad an aliesañ asamblez gant laz-kanañ Mouezh Bro Konk. An daou a gan oberennoù Jean-Yves Le Ven.
Kampion Breizh e 2013 ha 2014, aet eo Maout ar c'hrouidigezh ganto ivez e 2008 ha 2016.
Darempred : goulvencalvez@orange.fr
Lec'hienn : www.kanerien-sant-meryn.bzh

|