Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Ke˝vererien
Plan du site

RenÚ Abjean


Bet ganet e Brest d'an 22 a viz Du 1937 

Kelenner Skol Uhel, war gweled ha klewed, emañ René Abjean komposer, mestr laz-kanañ ha laz-soniñ ouzhpenn. Chom a ra e añv keñveret da geskiñ al lazioù-kanañ Breizh.

Professeur des Universités, spécialiste de l'optique ondulatoire et de l'acoustique, René Abjean est aussi compositeur, chef de chœur et chef d'orchestre. Son nom reste associé au développement des chorales bretonnes.

Mont a ra René Abjean e-barzh laz-kanañ Plougerne e 1953 warlec'h deskiñ soniñ violoñs ha solfech. Diazezet eo e strollad gourel kentañ gantañ : "Korriganed An Arvor" pa z' eo 17 vloazh.  

Ret e oa, er mare-se, diorren niver an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Setu perak e deus kroget abred awalac'h kempenn tonioù hengounel ha kompoziñ tonioù awenet gant hengoun Breizh, peurgetket gant  Barzaz Breiz.

E 1962, eo bet savet gantañ ar strollad Ar Paganiz, ha goude-se, e 1966, aet eo ezel eus laz-kanañ Jeunesse Etudiante Bretonne eus Brest hag a zo bet troet, e 1969, e strollad Breizerien, araok kemer perzh e diazezañ strollad An Triskell. Kenlabouret e deus gant ar vreudeur Quéfféléant evit meur a enrolladurioù (War Varc'h d'ar Mor, 1987 ; sonerezh film-kazetenn Yannick Andrei : Blanc, Bleu, Rouge).

E 1969, dont a ra prezidant komite Festival International des Cornemuses e Brest. Er mare-se, o heuliañ lusk ar folk e Amerika, eo bet dalc'het bodedegoù kentañ sonerien e Breizh. Kejal a ra neuze René Abjean gant  Alan Stivell, Gilles Servat, les Tri Yann… Levezon an darempredoù-se, evel hini gant sonerien Bro Gembre pe Bro Iwerzhon, evel strollad Clannad, a zo bet pouezus war e zibaboù kenedus , dreistoll war le labour war sonerezh mozel.

Ren a ra laz-kanañ Guitalmeze e 1975, hag hini ar Folgoet e 1977, celle du Folgoët. Krouiñ a ra Laz-kanañ Penn ar Bed gant Jo Le Gad o keñveriñ anezho gant laz-kanañ Plougerne. E 1988 eo e penn laz-kanañ Mouez ar Mor eus Brest. 

Savet eo bet e 1977, gant René Abjean asamblez gant Pierre-Yves Moign, Kreizenn an Arzoù Pobl e Brest. Prezidant eo betek 1982. Dont a ra neuze rener eus Radio France e Kemper, Radio Bretagne Ouest, betek 1985. Kemer a ra perzh e krouidigezh Gwerz Morvan, oberenn Pierre-Yves Moign evel rener laz-kanañ, evit gouel Tombées de la Nuit e Roazhon e 1980, ha ren a ra krouidigezh war an tele eus ar Messe Bretonne skrivet gant Pierrick Houdy e Sant-Thegonnec e 1981.   

Keñver ha keñver tout an traou a veze graet gantañ, oberennoù meur a zo bet savet, evel Missa Keltia e 1975, skrivet evit laz-kanañ hag ograou, war pozioù gant Job an Irien. Kanadenn Ar Marh Dall, skrivet evit solisted, laz-kanañ ha beñvioù keltiek e 1978 a lak al lazoù-kanañ e-kreiz amzer nevez sonerezh Breizh. Kompoziñ a ra, e 1987, asamblez gant strollad An Triskell, un oratorio keltiek, War Varc'h d'ar Mor, evit solisted, laz-kanañ, binvioù hengounel, violoñs, gitar klaouier ha skoidigezhioù. Ur berzh eo diouzhtu, ha c'hoariet eo bet an oberenn betek Bro Iwerzhon hag an Aotrich. 

Kompozet eo bet Kan evit ar Peoc'h gantañ e 1989, un oberenn evit solisted, laz-kanañ ha laz-seniñ. Krouet eo bet an oberenn en ur stumm disheñvel orkestret gant Yvan Cassar, gant lazoù-kanañ ezel eus Kendalc'h ha laz-seniñ Brocéliande. Skrivañ a ra ur c'hanadenn evit Ti-Ker Sant-Briec Ur Ger war-zu ar Mor , war pozioù gant Heather Dohollau e 1999 ha, da vare hanter-kantved deiz-ha-bloazh Kendalc'h e 2000, an oratorio Liñvadenn Ker-Is.  L'œuvre sera créée, dans une version orchestrée par Yvan Cassar, par l'ensemble des chorales de Kendalc'h et l'Orchestre de Brocéliande. Pour la ville de Saint-Brieuc, il compose sa cantate Une Ville vers la Mer, sur un texte de Heather Dohollau, pour chœurs, uilleann pipes et orchestre (1999) et, à l'occasion du cinquantième anniversaire de la Confédération Kendalc'h, en 2000, l'oratorio Liñvadenn Ker Is, evit laz-kanañ ha laz-seniñ kemepnnet gant Bruno Gousset. Kempennet eo bet gant René Abjean meur a zonioù hengounel eus ar vrioù keltiek, ha sonet int alies e Breizh evel hag e Bro C'hall. 

Chom a ra e oberenn liammet tost ouzh sonerezh hengounel Breizh. Arouezennoù kentañ oberennoù René Abjean a zo merket gant e bolonte skrivañ ur meulodi liammet war-eeun gant ar vouezh en ur sonerezh tost ouzh spered ar sonerezh barok. E labour gant kanerien amatourien a-bouez war e zibaboù kenedus. E ezhomm da lakaat en-dro temoù hengounel e lusk sonerezh a-vremañ e vez klevet e tonioù evel Bale Roue Arzur, lec'h ma eo bet kempennet an ton gant lodennoù eus ar glad, da skwer ar frazenn pe al lusk. Ar perc'hennañ-se a lak ul liamm etre e oberenn hag an hengoun.



Katalog :

René Abjean a signé également plusieurs articles sur la musique en Bretagne, notamment pour la revue de Dastum ou la revue Bretagne Aujourd'hui.
Auteur d'une monographie : La Musique Bretonne (éd. Jos Le Doare, 1974), il a également collaboré à l'Histoire Littéraire et Culturelle de la Bretagne, Brest : CRBC, 1987.

oberennoù 
[titre], [formation], [auteur du texte, si texte il y a], [éditeur], [date de composition].

  • Musique instrumentale (par ordre croissant des effectifs)
    - Diri Dour (Escalier d'eau), sonate pour 3 harpes celtiques, ms, 1993.
  • Musique avec voix
    - Missa Keltia (Messe Celtique), chœur et orgue, texte de Job An Irien, ms, 1975.

    - Oferenn " Tre-Levenez " (Messe de Treflenez), chœur et orgue, texte de Job An Irien, ms, 1984.

    - O Hedal an Deiz (En Attendant le Jour), cantate " écossaise " pour chœur et orgue, texte de Job An Irien, ms, 1979.

    - Pedenn ar Vamm (La prière de la Mère), cantate pour solistes, chœur et orgue, texte de Job An Irien, ms, 1990.

    - Un Magnificat Celtique, chœur, orgue, bombardes et cornemuse, texte de Job An Irien, ms, 1982.

    - Ce Pays vers la Mer, cantate trilingue pour chœur d'hommes et instruments celtiques, ms, 2003.

    - Liñvadenn Ker Is (La Submersion de la Ville d'Is), cantate pour chœurs et orchestre, texte de Per-Jakez Helias, Marie Kermarec.., ms. Version orchestrée par Bruno Gousset, 2000 ; version folk pour instruments celtiques, 2002.

    - Une Ville vers la Mer, cantate pour chœurs, uilleann pipes et orchestre, texte de Heather Dohollau, ms, 1999.

    - Ar Marc'h Dall (Le Cheval aveugle), cantate profane pour solistes, chœur et instruments celtiques, texte de Job An Irien, ms, 1979.

    - War Varc'h d'ar Mor (A Cheval vers la Mer), oratorio celtique composé en collaboration avec Pol et Hervé Quéfféléant, pour voix solistes, chœurs, violon, guitare, claviers, percussions et instruments traditionnels (harpes celtiques, whistle, violon, cornemuse), texte de Job An Irien, ms,1987.

    - Kan evit ar Peoc'h (Cantate pour la Paix), cantate pour chœurs et instruments celtiques, texte de Job An Irien, 1989. Version orchestrée par Yvan Cassar pour soprano, baryton, chœur et orchestre, ms, 1995.
  • Ouvrages lyriques
  • Transcriptions
    - Te Deum Gallois de J. Morgan Lloyd. Adaptation bretonne pour chœur et orgue. ms, 2002
  • Autres
    - Blanc, Bleu, Rouge, musique du feuilleton télévisé de Yannick Andrei, Intersong 1981.