Stummadurioù
Kanañ e Brezhoneg
Un dervezh stummadur war ar vouezh ha war ar yezh eo Kanañ e brezhoneg. Kinniget e vez bep bloazh da vare an diskar-amzer. War ar roll e vez kavet :
- Diouzh ar mintin, diou stal labour da zibab : teknik ar vouezh (evit kordennadoù paotred ha kordennadoù merc’hed), pe yezh (al liammoù, ar pouezh-mouezh, digoradur ar vogalennou, labour war pozioù ur ganaouenn)
- Goude merenn, pe ur brezegenn war un tem e liamm gant ar c’han, ar sonerezh hengounel pe ar sevenadur, pe pleustradeg a peder vouezh war ar c’han bet labouret ar yezh anezhañ diouzh ar mintin
Kinniget eo an dervezhiad da 30€, gant ur priz ispisial 15€ a zo evit izili Kanomp Breizh ha Kenleur.
Stummadur rener laz-kanañ ha rener kordennad
Ar stummadur a zo kinniget e pemp dervezh a-hed ar bloazh. An deizioù e 2020 : Disadorn d'ar 15 a viz c'hwevrer, d'an 11 a viz ebrel, d'an 13 a viz even, d'an 19 a viz gwengolo ha d'ar 14 a viz du.
Ar stummerien
Jean-Marie Airault, rener Mouezh Paotred Breizh (laz-kanañ bet añvet pemp gwech Kampion Breizh) ha Laz-kanañ Breizh. Ieva Gravite, kelennerezh sonerezh. Heuliet e vo ar strollad ganti o seniñ ouzh ar piano. Yves Clément, kelenner war teknik ar vouezh a gaso en-dro an trede dervezh. Ul laz-kanañ evit en em stummañ a vo e-pad an daou zervezh diwezhat.
War roll ar stummadur
Pal ar pemp dervezh stummadur a c’hell bezañ rezisaet dre pevar ahel :
- Respont d’ar goulennoù emañ o hortoz ar stajidi, dezho da vezañ dija rener kordennad o klask en em wellaad pe koristed c’hoant ganto ren ur c’hordennad evit skoazellañ o rener. Kompren petra a zo klasket gant pephini er stummadur, petra zo gortozet gant al laz-kanañ a gas un den er stummadur, sikour ar stajidi o teskiñ un neubeut reolennou war ar sonerezh solfej ha war al lusk a c’hellfe ober diouer dezho.
- Reiñ d’ar stajidi diazezoù evit ren ur c’hordennad, skoazellañ anezho da gavoud enno pe da zeskiñ doareoù da lakaat anezho da ren ur strollad a un-vouezh pe a lies-vouezh.
- Treuzkas skiantprenet ar stummerien evit en em zizoloiñ, evit kaoud fiziañs, dizoloiñ a re all, deskiñ da selaou ha bezañ selaouet.
- Disgas d’ar stajidi un nebeud teknikou ar vouezh evit tremen e-biou d’un neubeut fazioù a c’hellfe bezañ gwallus evit ar ganerien a vo renet ganto.
Priz
|
Frejoù pedagojikel
|
Frejoù dosier
|
Stummadur en holl
|
Izili lazoù-kanañ ezel eus Kanomp Breizh
|
10€ an dernvezh stummadur 50€ en holl
|
10€
|
60,00€
|
Reou er maez ar c’hevread
|
20€ en dervezh stummadur 100€ en holl
|
10€
|
110,00€
|
Stummadur teknik ar c'horf hag ar vouezh
Doñvat implij ar partisionnoù hag heuliañ gwelloc'h ar rener
Stal-labour kaset en-dro gant Geneviève MARCHAND Bet arzourezh lourennek e Opera Lyon Kelennerezh war ar c'han ha renerezh laz-kanañ Stummet e orthofoni
Stummadur digoret d'an holl
Pal : Gant ar stummadur, gallout a raio ar goristed kompren petra 'zo skrivet war o partisionnoù nonpas en un doare spered, met en un doare pleustr ha gwir. Graet eo an ergerzh en un doare c'hoarius oc'h ober gant kefluskadur ar c'horf (bale, skeiñ, lañsiñ). Evelse ne vo ket meizet ar vouezh. Pa vez gouest ar ganerien da gavout merkoù war ar partisionnoù, dont a reont ar partisionnoù ur gwir sikour. Ganto e vez aesaet ha buanet an deskiñ ha padout a raio pelloc'h. Aesoc'h eo sell ouzh ar rener en ur gouzout pelec'h omp war ar partision, ne sentomp ket kollet.
Ur feson disheñvel :
Implijet e vez anaoudegezh e neuroskiant o diazezañ ar c'hentelioù etre pezh a vez graet gant ur pemp bloazh bugel a dle tremen eus al langach komzet d'al langach skrivet. Eveltañ, a c'hell lavar hep lenn na skrivañ, gouzout a ra ar c'horist kanañ ha eilañ ar sonerezh klevet hep gouzout da vat petra eo. Gant ar poelladennoù kinniget e vez graet al liamm etre pezh e zo kanet ha pezh a zo skrivet. Evelse e vez graet e Kanada, Stadoù-Unanet, Bro Alamagn, Bro Saoz.
Pezh a vo graet :
– poelladennoù ha c'hoarioù dre ar vouezh (« teknik ar vouezh » da skwer)
– skoidigezh ar c'horf (aes tre)
– poelladennoù dre selaou
– poelladennoù dre zell
N'eus nemet ar blaz hag ar c'hwezh war ar pemp sañs a ne vo ket implijet met gallout a rafent kenlabourat gant ar sañsoù all evit sikour an eñvor.
Renkadur : Ur stal-labour bep miz eus 10e mintin beteg 12e30 hag eus 2e beteg 4e30 adaleg miz du. An deizioù : 9 a viz du, 7 a viz kerzu, 11 a viz genver, 8 a viz c'hwevrer, 7 a viz meurzh. Niver a dud degemeret : 15 ar muiañ. Lec'h : Pondi
Proz : 50€ / dervezh – 200€ ar stummadur klok gant 5 dervezh
Priz ispisial evit izili Kanomp Breizh et Kendalc’h : 30€ / dervezh – 100€ ar stummadur klok
|