Imprimer cette page                    Kanomp-Breizh KANOMP BREIZH Kanomp-Breizh
 


Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh
Partotek
Rechercher sur le site
Contact
Keleier
Ke˝vererien
Plan du site

Kevread Lazo¨-Kana˝ Breizh

Kenleur Tour

karavan sevenadurel

eus an 12 a viz gouere beteg an 22 a viz eost 2021

53 abadenn peplec'h e Breizh

da gejañ gant ar re o enluskañ evit sevenadur Breizh

Da vare Kenleur Tour, en Naoned e vo ar c'haravan diouzh ar sadorn 17 a viz gouere.  
Kinniget e vo ur sonadeg bihan renet gant Bernard Kemener, gant al lazoù-kanañ Kan ar Vro hag Anna Vreizh, da 4egm e Mekanikoù an Enez.

Sellit ouzh ar programm klok war lec'hienn Kenleur 

 

Laz-kana˝ Breizh o tuta kanerien !

Pouner eo ar maread hir emaomp bremañ, hep pleustradegoù na sonadegoù. Ar ganerien ha ganerezed a zo hep oberiantizoù kevredik  abaoe ur vloazh a-wechou
 Met aozet eo dija gant Kanomp Breizh an amzer goude ar c'hlañved-red, ha dazont Laz-kanañ Breizh. 

Goude kanadennoù Ar Marh Dall hag An Aval hag ar C'haliz, choazet eo bet un oberenn meur all eus ar c'han e brezhoneg : oratorio Izild a Vreizh. 
Skrivet eo bet ar sonerezh gant Jean-Yves Le Ven, war pozioù Jeva Omnes. Studiet e vo adalek 2022. Jean-Marie Airault, rener Laz-Kanañ Breizh a zo dija o aozañ an deskiñ gant al laz-kanañ.
Evit sevel an oberenn, tuta a reomp kanerien en holl kordenadoù ar c'hor. 

Ensemble choral de Bretagne

Laz-kanañ Breizh a zo savet eus tost kant kaner ha kanerezh eus pempzek laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh. 
O kemer perzh ennañ gallout a rit arnodiñ santadenn da ganañ e-kreizh ur strollad ledan, heuliet gant ul laz-seniñ, renet gant ur rener a-feson. Gallout a rit ivez kejañ gant kanerien eus Breizh a-bez, sot gant ar c'han e brezhoneg eveldoc'h, e-pad dervezhioù ar pleustradegoù. Gallout a rit, erfin, kanañ war leurennoù gouelioù ha festivalioù Breizh, pe e salioù, ilizoù hag ilizoù-veur ha bevañ abadennoù da zalc'hen eñvor anezho. 
Ma fellout a ra deoc'h mont e-barzh Laz-kanañ Breizh evit e oberenn kentañ, deuit e darempred gant Roger Connan lkb.kanompbreizh@gmail.com pe pellgomzit da gKanomp Breizh 06 32 29 79 29

Ur skodenn 20€ ar bloazh a vo goulennet d'ar re a n'int ket e-barzh ul laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh. 
 

Geriadurig ar Ganerien - Embannadur nevez

Lexique des chanteurs réédition

Berz e-neus greet Geriadurig ar Ganerien. Diviet e oa dija bloaz hanter goude beza bet embannet. Ha kement ha moulla anezañ endro, on-eus soñjet e oa mad ouspenna eun nebeud mad a geriou a vanke e-barz. Tenna a reont euz ar han, euz ar muzik, med ivez euz ar c’horf, abalamour ne vez ket kanet gand ar vouez nemetken, gand ar horf a-bez ne lavarom ket. Geriou ar han hag ar vuhez a vez kavet er geriadurig-mañ, a-benn ar fin. Setu neuze eun ostilh gwelleet evid brasa mad ar ganerien a blij dezo ober gand ar brezoneg, med ivez ar zonerien hag an oll re a zo kar or yez. Beo eo ar brezoneg e lazou-kana Kanomp Breizh. Niveruz eo enno ar re a blij dezo eskemm e brezoneg. Ha pleustri a ra an oll ganerien evid ober gand eur yez yah ha distaget mad. Ma plij dezo kana brava oberennou herez ar Gelted,  e vez krouet ivez, ingal, gand al lazou-kana kanaouennou nevez war barzonegou oh ober ano euz ar vuhez a-vremañ. Douja d’an hengoun, treuzkas anezañ, kroui evid hirio, sed aze ger-stur lazou-kana Kanomp Breizh.

Evit urzhiañ : Kasit ur chekenn 10€ + 3€ frejoù post da gKanomp Breizh asamblez gant  AR BOÑ URZHIAÑ 

BREIZH A GAN 2020 - DIWEZHATAET E 2021

 Skritell BAG 2020 Diwezhataet

 


 


Deiziater Kanomp Breizh

23/05/2021 Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ
                   Eil ha trede rummad
                   Iliz St Tomaz, Landerne (29)
                  NULLET

 

11/07/2021 Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
                   Rummad kentañ
                   Iliz St Tomaz, Landerne (29)
NULLET


05/12/2021  39vet Breizh a Gan
                 
  Iliz-Veur Kemper (29)

                    

 

 

 

                              logo Facebook

 


Buhez al lazo¨-kana˝ ezel eus Kanomp Breizh

KAN DRE GAN

A zo o klask ur rener pe ur renerezh evit miz gwengolo. 
Al laz-kanañ eus Roazhon, savet tri bloazh-zo, a zo graet eus un ugent bennag a ganerien mesket, e pevar kordenad (SATB).
Kanañ a ra tonioù eus Breizh ha tonioù keltiek, e brezhoneg. Met digor eo d'an holl. Un ezel eus al laz-kanañ, brezhoneger a-feson, a zo daveet war ar yezh. 
Ret eo bezañ dedenet gant sonerezh Breizh ha gant ar yezh. 
Evit gouzout hirroc'h war ar post, deuit e darempred gant JR Le Moullec 03 03 84 09 33 ha jrlemoullec@sfr.fr 

KAN AWEN

Stal-labour laz-kanañ Kreizenn an Arzou Pobl Brest a zo o tutañ koristed en holl kordennadoù mesked. 
Adalak an 2 a viz du e vo dalc'het ar pleustradegoù e Leurenn Frezier Plougastel (29)
diouzh al lun eus 6e15gm beteg 8e15 noz
Evit gouzout hirroc'h, deuit e darepred gant KAAP 02 98 46 05 85

KANOMP AR VRO SANT BRIEG

O klask ur rener pe ur renerezh. Goude eo aet Jean Oriac war e leve  e miz gwengolo 2019, renet eo bet laz-kanañ Sant Brieg gant Yvonne Guilmoto a oa renerez kordennad en araog.
Met hiziv, fellout a rafe da Yvonne, ha ne felle ket dezhi chom pell e penn al laz-kanañ istorel hag amiabl, leskel he blas. 
Dedenet oc'h ? Deuit e darempred gant Katherine Hénault, o c'houlenn digant Kanomp Breizh.