Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ

Kampionad 2023

Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ a vez dalc’het bep bloaz e miz Mae da vare Gouel Breizh (evit ar strolladoù eil ha trede rummad) hag e miz Gouere da vare Festival Kann Al Loar (evit ar strolladoù 1añ rummad) e Landerne.

Ar bloaz-mañ e vo dalc’het ar c’hampionad e Iliz Sant Tomaz Landerne :

  • Ar sul 21 a viz Mae evit ar c’hampionad eil ha trede rummad
  • Ar gwener 14 a viz Gouere evit ar c’hampionad 1añ rummad

Disoc'hoù Kampionadoù 2022

E 2022, al laz-kanañ Anna Vreizh a zo bet trec’h Kampionad eil rummad. Ar strollad eus Naoned en deus bet 17,50/20 a geidenn hollek.

Evit pezh a sell ouzh Kampionad 1añ rummad, laz-kanañ Mouezh Paotred Breizh eo a zo bet trec’h ar c’hampioand evit ar 7vet gwech gant 17,70/20 a geidenn hollek.

Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ eil ha trede rummad (22/05/2022)
  1. Anna Vreizh : 17,50/20
  2. Kan Ar Vro : 16,41/20
  3. Mouezh Bro Konk : 15,91/20
  4. La Clé des Chants : 15,56/20
Hekleo en deus kemeret perzh er c’hampionad 3de rummad.
Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ 1añ rummad (10/07/2022)
  1. Mouezh Paotred Breizh : 17,70/20
  2. Kanerion An Oriant : 17,63/20
  3. Paotred Pagan : 17,59/20
  4. Kanerien Sant Meryn : 16,51/20
  5. Aber Al Liger : 15,42/20
Maout ar Grouidigezh a zo bet deroet da Kanerion An Oriant evit ar c’han Amzer Disoursi (skrivet ha kempennet gant Loïc Rousseau).
Prochaine édition

Aucun événement