Laz-kanañ Breizh

Abadennoù o tont

'Benn nebeut e vint embannet !

Istor

Savet eo bet Laz-Kanañ Breizh e 2014, evit 10 vloazh ar c’hevread. Bodañ a ra tro 150 kaner eus 16 laz-kanañ ezel eus ar c’hevread. Dont a reont eus Breizh a-bez, eus Gwitalmeze d’an Naoned
Renet eo al laz-kanañ gant Jean-Marie Airault. Savet eo bet evit krouiñ pe krouiñ en-dro oberennoù meur e brezhoneg, heuliet gant ul laz-seniñ.

Ar Marh Dall, gant René Abjean ha Job an Irien, a zo an oberenn gentañ bet kanet gant Laz-Kanañ Breizh Kanet eo bet dirak arvesterien a seizh gwech : e miz kerzu 2014 e Pondi, evit Breizh a Gan an 10 vloazh ar c’hevread, e miz gouere 2015, e digoradur gouelioù Kann al Loar e Landerne, e rakdiskor Gouelioù Kerne, e Douarnenez, war Leurenn Glenmor e Karaez, e Plougerne, hag e Gouelioù Etrekeltiek an Oriant.

Ar c'hanadennoù

Izild A Vreizh

AR BARZHONEG – Skrivet eo bet al levrig gant Jéva Omnes, dre taolennoù diouzhrenk
e kas ac’hanomp d’eus bro Iwerzhon ha bro Gerne betek bord riblennoù Penmarc’h ‘lec’h ma echuo istor hor arozioù en un doare skrijus.

AR SONEREZHIzild A Vreizh a zo un oratorio evit lazoù-kanañ gant telenn keltiek, violoñs, violoñsel alto, fleütenn-dreuz, uillean pipe ha taboulinoù.

Jean-Yves Le Ven a ginnig deomp un oberenn staget muioc’h da pezh a c’hoarvez da gwreg reizheg ha fall garet Tristan, “Izeult an daouarn gwenn” eget d’e gamaradez kleiz “Izeult eus Bro Iwezhon”.

E-touez an heuliad-mañ ez eus 14 kanadeg ha 3 damm binviaouek sonerezh. Ar sonaouzouriezhoù orin a zo strewet gant temoù hengounel ‘lec’h ma vez lakaet a bep eil meuleudioù gant dañsoù a gemmesk skotich, gavotenn real hag an-dro.

An oratorio a zo bet kinniget evit ar wech gentañ da vare 40vet Breizh a Gan e iliz-veur Kastell-Paol a zo bet dalc’het d’ar sul 04 a viz Kerzu 2022.

Kanadenn Ar Marh Dall :

Skrivet e 1978, kanet evit ar wech kentañ e 1979 e Bleun-Brug Plougastel, ur breud a-enep ankoun hor idantitelezh, hor yezh, hag hor istoir eo ar c’hanadenn-se. Chomet eo an destenn a-vremañ (lavaret eo bet gant Job an Irien e sonadeg Pondi, ha ma vefe dezhañ da skrivañ an oberenn en-dro, ne cheñchfe ur ger ennañ ! ). Ha chomet eo ar sonerezh leun a galloudegezh ha strafouillhadenn. Ar sonerien : Françoise Le Visage (telenn), Alain Nizou (tin-whistle, uileann-pipes), Georges Bertholom (gitar), Jean-Pierre Dovilliers (bout), Gwenaël Riou (ograou), Gilles Troël, Ronan Pouliquen, Dominig Mahé (bombardoù) ha Yann Goasdoué (biniou).

Kanadenn An Aval hag ar C'haliz

Kroget eo bet un obenrenn nevez gant Laz-kanañ Breizh e 2017 : An Aval hag ar C’haliz. Pozioù ar c’hanadenn a zo bet skrivet gant Patrick Corlay. Dre eizh taolenn impresionist eo poltredet en un doare lourenek a zo hini skrivagner An Alre, ar maread lec’h ma relijion kozh ar Gelted a zo aet da goll evit lakaat plas e Breizh hag e Breizh Veur da relijion Kristen nevez. En em gavout a ra ar selaouer e Vvet kantvet. Etre istor ha mojennerezh, klevet eo hekleo an emgannoù, an avel e lein ar menezioù hag a zegas c’hwezh ezañs al lidoù.

Pinvidik eo An Aval hag ar C’haliz gant dibarelezh e pozioù hag hini e sonerezh. Skrivet eo bet e 2006 ar sonerezh gant seizh rener eus Kanomp Breizh : Albert Deval, Jean-Marie Airault, Jacques Lestrohan (gant Yuri Falik), Roselyne Dauneau, Yvonne Breilly, Romain Sponagel, ha Gérard Le Clerc. Kenurzhiet eo bet al labour kompoziñ gant René Abjean. Gantañ eo bet kendoniet ha kempennet an oberenn.

Kanet eo bet nemet ur wech en e strumm a orin, e Breizh a Gan en iliz-veur an Naoned, e 2007.

Lakaet eo bet war well gant ar gompozerien barzhegezh entanet an destenn, brodadenn milzin ar pedennoù. Fromet omp a-hed an taolennoù disheñvel, ar jeu etrezo a c’houbl hep ehan betek tarzherezh ar fin.

Kinniget e vo an oberenn gant Laz-kanañ Breizh adalek an hañv 2018.

Penaos lakaat Laz-kanañ Breizh war roll gouelioù ?

Kanadenn Ar Marh Dall

Padout a ra tro 35mn.
Kinniget eo evit ar wech kentañ, e lodenn gentañ ar sonadeg, “Maezad Breizh-Izel” , taolennoù lennet ha kanet eus hon takadoù bravañ e Breizh, heuliet gant Gwenaël Riou o seniñ ograou. Testennoù gant Flaubert, Brizeux, Suarez, Le Bras, lennet gant Jean-Marie Airault, hag islininnet gant an tonioù hengounel kanet evel un diskan, gant ul laz-kanañ paotred bihan, eus Mouezh Paotred Breizh.

Posubl eo ivez mirout ul laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh evit kanañ lodenn gentañ ar sonadeg.

Priz abadenn Ar Marh Dall : 2500€, gant gopr ar sonerien, an diblasamant, ar sono.
Degemer gortozet : ur sal da leskel ar pezhoù dilhad, ha da dommañ ar mouezhioù, ur merenn vihan pe ur pred goude ar sonadeg. Ret eo raktressañ ur maread evit staliañ ar sono, ober ar c’hempouezh hag ar pleustradeg. 2 eur da neubeutañ.

An oratorio keltiek Izild a Vreizh a c’hello
bezañ raktreset e programmoù ar gouelioù vras adalek an hañv 2023.
Paderezh : Tro-dro 45 minutenn
Kanomp Breizh a c’hell kinnig ul lodenn gentañ tro 40 mn evit kaout erfin un abadenn tro 1e30.

Evit kaout titourou ouzhpenn, deuit e darepred gant Kanomp Breizh, mar plij.