Ar c’hevread
Pal Kanomp Breizh a zo brudañ ar c’han e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ.
Deus un tu e vez miret an tonioù hengounel gant ar c’hevread, ha deus un tu all, e vez soutenet ar gompozerien ganti. Aesaat a ra ivez skignañ an tonioù e brezhoneg d’an arvesterien.
Istor
Savet eo bet Kanomp Breizh gant renerien lazoù-kanañ eus Komision laz-laz-kanañ kengevredigezh Kendalc’h. Ganet eo bet dre souten ar c’hengevredigezh, kompozer René Abjean ha Rannvro breizh.
Ezel Kuzul sevenadurel Breizh, Kenleur, Pollgor Bro Gozh Ma Zadoù, Kevre Breizh, Gouelioù Breizh eo Kanomp Breizh.
Emezellañ
Evit dont ezel eus Kanomp Breizh, n’eus nemet evit ul laz-kanañ bezañ tomm ouzh an tonioù e brezhoneg. Avantajoù hag oberiantisoù a zo kinniget d’an izili : stajoù ha stummadurioù evit koristed ha renerien lazoù-kanañ, kemer perzh e sonadegoù hag emvodoù lazoù-kanañ. Ur c’heleier a zo kaset da bephini bep miz. Mont e-barzh ar partotek a zo digoust evit al lazoù-kanañ ezel.
Treuzkaset eo gant Kanomp Breizh ar c’hinnigoù sonadegoù, hag abadennoù a bep seurt a zo kaset dezhi. Evelse e vo kenstaget da vat ar c’han e brezhoneg e gouelioù, festivalioù hag abadennoù sevenadurel peplec’h e Breizh.
Aozet e vez gant Kanomp Breizh :
Kampionad Breizh al lazoù-kanañ
a vez dalc'het bep bloazh e miz mae da vare Gouel Breizh (evit lazoù-kanañ eil ha trede rummad), hag e miz gouere da vare Kann al Loar (evit lazoù-kanañ rummad kentañ).
Breizh a Gan
aozet eo asamblez gant kengevredigezh Kenleur. gouel meur ar c'han e brezhoneg eo, a vez dalc'het bep bloazh diouzh sul kentañ miz kerzu abaoe 1982.
Kanañ e brezhoneg
dervezh stummadur war ar yezh ha war ar yezh, digor d'an holl, ha stummadurioù all a-hed ar bloazh.
Savet eo bet e 2014 Laz-Kanañ Breizh gant ar c’hevread, evit krouiñ oberennoù meur ar c’han e brezhoneg.
Ar c'huzul-merañ
Graet eus dilennidi lazoù-kanañ eo kuzul-merañ Kanomp Breizh (al lazoù-kanañ eo hag a zo añvet er c’huzul-merañ), ivez eus izili a-heniennou hag eus daou dilenniad dre zroed : hini Kenleur hag hini ar renerien.
- Jean-Pierre Thomin
- Presidant
- Hekleo
- Darempredoù er maez, dilenniad Kanomp Breizh e ensavadurioù ha kevredigezhioù all.
- Jean Guého
- Eil prezidant
- Dilenniad Kenleur
- Darempredoù gant Kenleur, Breizh a Gan
- Alain Muzellec
- Sekretour
- Mouezh Bro Konk
- Kirieg komision Embann
- Alan Herve
- ezel a-heniennou
- Kiriger komision Yezh
- Pierre Le Roux
- Teñzorer
- Mouezh Paotred Breizh
- Kenurzhier Bro Leon
- Jean-Marie Airault
- Laz-Kanañ Breizh
- Kirieg komision ar renerien
- Loïc Rousseau
- Kanerion an Oriant
- Jo Lae
- Kanerien sant Meryn
- Florent Christien
- Eil sekretour
- Kan Izel Vor
- Ezel komision kampionad, surentez, mererezh
- Renée Darlon
- Aber al Liger
- Kenrurzhierezh Bro Naoned
- Jean-Yves Le Coz
- Mouezh Paotred Breizh
- Kirieg komision Breizh a Gan
- Catherine Hamzic
- Ezel a-heniennou
- Kirieg komision ar Stummadurioù
- Nadette Ripoche
- Kan ar Vro
- Kirieg stalig hag embannadurioù
- Roger Connan
- ezel a-heniennou
- Renkañ Laz-kanañ Breizh
- Marie-Renée Nicolas
- Les Choralines-Korholen
- Yvette Lucas
- Kan Awen
- Jean-Pierre Premel
- Paotred Pagan
- Christian Lemarié-Marin
- Kan Ar Vro
- Claudine Pillon
- Kanerien Ar Goëlo
Dilenniad e Kuzul sevenadurel Breizh
Kuzul sevenadurel Breizh a zo un emvod kuzuliañ liammet da Kuzul rannvro Breizh. Savet eo bet e 2009, kuzul a seurt-se nemetañ e Bro C’hall, 70 ezel a zo ennañ o kinnig ar liested an arzoù, ar sevenadur ha ar glad e Breizh. Lakaet e-kichen kuzul ar Rannvro, goulennet eo kuzul digantañ war idantitelezh sevenadurel Breizh, ha war e skinad. Gallout a ra krog e-barzh pep goulenn en dachenn-se evit studiañ anezhañ ha reiñ kuzulioù.
Ezel eo Kanomp Breizh eus Kuzul sevenadurel abaoe 2009.
Kemennoù an dilenniad a zo bet adnevezet evit tri bloazh.
Añvet eo bet Jean-Pierre Thomin en-dro ha Marie-Renée Nicolas a zo e eilourezh.
Ouzhpenn, añvet eo bet Jean-Pierre Thomin prezidant komision yezhoù Breizh hag ezel burev Kuzul sevenadurel.
Mont e darempred gant Kanomp Breizh
Kenurzhiañ :
- Youenn Boulic
- 06 32 29 79 29
- kanompbreizh@kanompbreizh.bzh
Chomlec'h post :
E ti Y.B. Thomin
200 ru ar Palud Bihan
29800 Landerne