Un dervezh stummadur war ar vouezh ha war ar yezh eo, kinniget d’ar goristed.
Dalc’het e vez bep bloazh e diskar-amzer, e diou lodenn :
- Diouzh ar mintin, daou stal-labour da zibab : teknik ar vouezh pe yezh (liammoù, pouezh-mouezh, digoradur ar vogalennoù, studi pozioù an tonioù (…), diazezet war evezhiadennoù barnerien juri Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ 2022).
-
Goude merenn e vo kinniget d’an dud dizoloiñ ha deskiñ Ton Boutin 2022 : War Hentoù Breizh (kempennet ha kendoniet gant Guy Pouliquen).
Ur prantad bihan a vo dalc’het ivez evit gwelout un nebeut reolennoù pouezus war distagadur ar vrezhoneg. Evel-se e c’hello an dud o deus dibabet kemer perzh da stalig teknik ar vouezh gwelout ar pezh a vo bet gwelet diouzh ar mintin er stalig-all.
30€ eo an dervezh, priz ispisial evit izili Kanomp Breizh ha Kenleur da 15€
Prochaine édition
La journée de formation se tiendra le 08 octobre 2022 au centre Amzer Nevez à Plœmeur (56).
Contactez la fédération à l’adresse suivante : kanompbreizh@kanompbreizh.bzh, afin de recevoir la fiche d’inscription.