[Darvoud diwezhataet, muioc’h a ditouroù ‘benn nebeut !]
Stourm a ra tolpad-kêrioù bro Gwened evit mirout glad ha doareoù-ober Breizh, setu perak eo dedennet gant klaouestreoù treuzkas ha talvoudekaat ar c’han a-gor. Kevrediñ a ra neuze gant Kanomp Breizh, aozerien ar Breizh a Gan evit pediñ lazoù-kanañ bro Gwened da gemer perzh d’un devezh eskemm ha preder tro-dro d’ar c’hlaouestreoù-mañ, ar sadorn 4 a viz Du 2023 e Ti Ar Vro Bro Gwened (4 ru al Lezenn e Gwened).
Aozet gant tolpad-kêrioù bro Gwened, a gevret gant Kanomp Breizh ha Ti Ar Vro Gwened, pal an devezh-mañ a zo bodañ lazoù-kanañ an dachennad, pa vefe kanet e brezhoneg ganto pe get, tro-dro palioù boutin : krouiñ liammoù, lodañ e skiant-prenet, magañ un interest evit ar c’han a-gor, dizoloiñ ar glad mouezhel e brezhoneh hag ijinañ asambles raktresoù a-stroll da lakaat e pleustr.
Deuit ganeomp evit eskemm war ar c’han a-gor !
Roll an devezh
Mintinvezh (10e/12e30) : Eskemmoù ha stalioù-labour
- 10e/10e30 : Kafe degemer
- 10h30/10h45 : Ger degemer ha kinnig palioù an devezh gant tolpad-kêrioù bro Gwened hag izili Kanomp Breizh
- 10e45/11e15 : Kinnig ar perzhiadoù
- Pep laz-kanañ a c’hell en em ginnig buan-ha-buan : eus pelec’h emaint o tont, istor al laz-kanañ, roll-kanañ ha kalouestreoù pemdeziek pennañ o deus.
- 11e15/12e30 : Stalioù-labour (15/20min. dre stal-labour)
- Stal-labour n°1 : Tutaerezh ar ganerien ha renerien al lazoù-kanañ
- Stal-labour n°2 : Penaos desachañ ar re yaouank ?
- Stal-labour n°3 : Roll-kanañ ha renerezh arzel
- Stal-labour n°4 : Arc’hantaouiñ ha bevidigezh ekonomikel al lazoù-kanañ
Merenn (12e30/13e30) : Pred profet d'ar perzhiadoù
Evit an dud enskrivet hepken ! Bez ho peus betek al lun 30 a viz Here evit mirout ho pred.
Goude-merenn (1e30 g.m./4e30 g.m.) : Rentañ-kont ar stalioù-labour, kinnig Kevread Kanomp Breizh ha preder tro-dro da raktresoù boutin
1e30 g.m./2e30 g.m : Rentañ-kont ar stalioù-labour
- 2e30 g.m/3e g.m. : Kinnig Kevread Kanomp Breizh
- Kefridioù ha palioù ar c’hevread
- Barregezhioù ha danvezhioù (partotek enlinenn, stummadurioù kinniget, lakaat war-wel lazoù-kanañ ezel Kanomp Breizh, darvoudoù aozet, embannadurioù…)
- Darvoudoù aozet gant ar c’hevread (Breizh a Gan ha Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ)
- 3e/ g.m./4e30 g.m. : Raktres ijin un darvoud a-stroll gant lazoù-kanañ tolpad-kêrioù bro Gwened
- Eskemm war ar posublentezioù kevelerezh
- Kinnig sonadegoù pe darvoudoù boutin evit lakaat war-wel ar c’han a-gor
- Ijinañ asambles tostidigezh pad al lazoù-kanañ
- An holl mennozhioù a zo degemeret !