Jef Le Penven
Ganet eo Jef Le Penven e Pondi d'an 3 a viz du 1919.
Kompozer ha rener laz-seniñ e oa. Renet eo bet Laz-seniñ Breizh gantañ abaoe 1940. Brudet eo dreistoll evit ar barzhonegoù reizhet gantañ. Me zo ganet e-kreiz ar mor skrivet gant Yann-Ber Kalloc'h a zo unan eus e donioù o deus graet e berzh.
Chom a ra hiziv unan eus an arzourien atav c'hoariet gant sonerien an nevez amzer Keltiek evel Gilles Servat pe Alan Stivell.
Kompozet eo bet oberennoù sonerezh sinfonek evel Kanadenn Penn ar Bed pe Sinfoni ar Morbihan. Brudet eo deuet evel kompozer Breizh goude-se. Liammet kreñv gant kompozerien e amzer e oa. Kenlabouret e deus o vrudañ an tonioù hengounel dre an oberennoù kompozt gantañ.
Marv eo Jef Le Penven e Douarnenez, d'an 30 a viz ebrel 1967.
Gouestlet e deus e vuhez da Vreizh ha da sonerezh ar vro. Peptra en e oberenn a lak da soñjal da sonerezh ar vro : an tonioù, an dañsoù, ar pezhoù evit ograou pe e sonerezh sinfonek.
Oberennoù savet gant Jef Le Penven
- Tir Na Nog, La Marche des Bretons
- Messe en l'honneur de Ste Anne
- "Messe de Noël" (1960. Source : pochette du LP "Messe de Noël", édition Mouez Breiz n° 3323)
|