Lazoù-kanañ ezel
Lazoù-kanañ eus Breizh a-bez a zo ezel Kanomp Breizh hiziv. Ar strolladoù a gan e brezhoneg, ha fellout a ra dezho lakaat an arvesterien dizoloiñ tonioù hengounel hag a-vremañ. Lazoù-kanañ disheñvel tre e vez kavet : strolladoù bihan tout, lazoù-kanañ braz kenañ, lazoù-kanañ paotred, merc’hed, pe kemmesk, strolladoù ollvrezoneg pe diouyezeg…
Breiz ha Bro-Gembre : ar han kenetrezo
Kinniget eo amañ gant Kanomp Breizh un diverradenn eus ar brezegenn kinniget gant Yann-Ber Thomin e Gouel Etrekeltiek An Oriant e miz eost 2018. Ur studi istorel war ganedigezh ar c'han a-gor eus bep tu ar mor eo, hag eus levezonoù kroazet etre lazoù-kanañ Breizh ha Bro-Gembre. LENN AR PENNAD KLOK
|
|
Evit dont ezel eus Kanomp Breizh
Ul laz-kanañ emaoc'h ? Fellout a rafe deoc'h kanañ e brezhoneg, pe plijout a ra deoc'h kanañ e brezhoneg dija ? O klask kaout muioc'h a darempredoù gant lazoù-kanañ a gan memes tonioù evidoc'h ? Klask a rit kemer perzh en abadennoù aozet gant Kanomp Breizh (Breizh a Gan, sonadegoù braz...), fellout a rafe deoc'h kemer perzh e buhez sevenadurel Breizh ? Deuit davedomp ! Evit dont ezel eus Kanomp Breizh, n'eus nemet kas ul lizher luskadur da prezidant ar c'hevread. Kinniget e vo gantañ d'ar c'huzul-merañ. Da c'houde, e vo goulennet deoc'h paeañ ar skodenn a zigaso servijoù roet gant Kanomp breizh d'e lazoù-kanañ izili, evel :
- Kemer perzh e Breizh a Gan, ar sonadeg meur a vez dalc’het bep bloazh, kentañ sulvez miz kerzu, abaoe 1982.
- Bezañ kelaouet war sonadegoù al lazoù-kanañ all, ha war oberiantizoù ar c’hevread, dre newsletter Kanomp Breizh, Al Lizher, kaset a bep kaner.
- Kavout skoazell evit kanañ reizh e brezhoneg (stummadurioù war ar yezh a zo, kuzulioù ha skoazell a zo profet o goulenn d'ar c'hevread ivez
- Dizoloiñ tonioù nevez e brezhoneg dre partotek lec'hienn Kanomp Breizh a zo digoret nemet da lazoù-kanañ izili ar c'hevread.
- Bezañ kinniget da ouelioù ar vro, pe da saverien sonadegoù.
- Kaout priziou ispisial evit mont e barzh ar c'hampionad, ar vBreizh a Gan, pe evit rakpenañ levrioù ha pladennpoù embannet gant Kanomp Breizh.
Evit kaout titouroù ouzhpenn : 06 32 29 79 29 kanompbreizh@wanadoo.fr
Evit lakaat ul laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh war roll un abadenn
Ezel komite ar gouelioù emaoc'h, pe aozañ a rit ur gouel ? O klask ur strollad evit luskañ un abadenn ispisial emaoc'h ? Fellout a rafe deoc'h lakaat ul laz-kanañ war roll ar gouel aozet ganeoc'h ? Deuit e darempred ganeomp ! Ul lodenn vraz eus ar 25 laz-kanañ ezel eus Kanomp Breizh a zo dieub peplec'h e Breizh. Gallout a rit ivez dibab etre al lazoù-kanañ kinniget e-barzh katalog strolladoù Kendalc'h : Katalog strolladou Kendalch
Kanomp Breizh a c'hell sikour da zibab etre al lazoù-kanañ, o kavout ur strollad a zereo ouzh spered an abadenn 06 32 29 79 29 - kanompbreizh@wanadoo.fr
|
|
|