Anna Vreizh

Savet eo bet laz-kanañ Anna Vreizh ouzhpenn ugent vloazh-zo gant e renerezh, Yvonne Breilly-Ar C’halvez.

Brudañ a ra sevenadur Breizh e Liger-Atlantel o kanañ e brezhoneg tonioù hengounel ha a-vremañ. Kompozet eo bet gant Yvonne Breilly al lodenn vrasañ eus an tonioù kanet, war oberennoù barzhed breizhat evel Anjela Duval, Naïg Rozmor, Anthony Lhéritier.
Renet eo hiziv ar strollad gant Barnard Quemener. Kanet e vez gantañ ivez tonioù Gilles Servat, Youenn Gwernig, René Abjean, alies asamblez gant ul laz-seniñ bihan.

Anna Vreizh

  • Chorale Kemmesk
  • Avenue de l'Angevinière
    44800 Saint-Herblain