Kan Awen

Stal-labour kan a-lies mouezh Kreizenn an Arzoù Pobl Brest eo.
Kan Awen a zo renet abaoe ouzhpenn dek vloazh gant Florian Desbans. Kanañ a ra tonioù eus Breizh pe eus ar vroioù keltiek, hengounel pe krouet a-vremañ. Kinniget e vez ingal sonadegoù gant al laz-kanañ, hag a zo prest da zegemer kanerezhed nevez !

Aet eo priz Kampion eil rummad e Kampionad Breizh al lazoù-kanañ e 2013 gant Kan Awen. Pignet e deus abaoe e rummad kentañ. Ouzhpenn-se, aet eo Maout ar C’hrouidigezh gant ar strollad e 2012, 2014, ha 2017, evit tonioù pe heuliadoù tonioù kompozet pe kempennet gant Florian.

Istor

Bet savet e 1996 gant Kreizenn an Arzoù Pobl, a oa bet savet e miz du 1977 gant Pierre-Yves Moign, pal ar strollad a oa e penn-kentañ labourat teknik ar vouezh dre ar c’han hengounel Breizh hag ar vroioù keltiek. Renet eo bet e-pas tri bloazh gant Jean-Claude Quero, anavezet mat e Brest. Renet eo da c’houde gant Jean-Marie Airault, abaoe 1999. Degas a ra d’ar strollad ment ur gwir laz-kanañ, o reiñ dezhañ ur añv (A Bouez Penn) hag o lakaat anezhañ kemer perzh e meur a sonadegoù Mouezh Bro Konk eus Konk Kerne, renet gantañ ivez. Ur CD ( Ar Marh Dall) a verk poent lein ar mare-se. Renet eo abaoe 2007 al laz-kanañ bihan gant Florian Desbans. Gant Florian e n’eus kemeret perzh ar strollad e enrolladur CD tonioù klasel e brezhoneg, An Deiz a Darzh.

Troet eo bet e laz-kanañ merc’hed e miz gwengolo 2008. Deuet e oa bet re ziaes desachañ paotred er strollad. 18 omp er mùare-mañ, rannet e tri kordennad : soprano, mezzo-soprano hag alto. Spi hon eus degemer kanerezhed nevez evit kreñvaad ar strollad. Labourat a reomp tonioù disheñvel e brezhoneg, hengounel hag a-vremañ.

Kan Awen

  • Chorale 1
  • 5 Rue Marengo
    29200 Brest