Graet eo al laz-kanañ eus un ugent kaner bennag, ingalet e 4 kordennad kempouezet (SATB)
Savet eo bet dre voloñtez un neubeut re da zizoloiñ tonioù Breizh ha ar vroioù keltiek.
Ne vez ket dibabet ar ganerien, hag aes eo live an tonioù choazet. Digoret eo d’an holl, brezhonegerien pe get.
Unan daveet war ar brezhoneg a zo er strollad evit sikour an holl distagañ mat ( distagadur fonetikel hag enrolladurioù kinniget d’an holl) ha lakaat an distagadur klotaad da yezh broioù a orin an tonioù.
An tonioù a zo bet, abaoe ar penn kentañ, hini partotek Kanomp Breizh, met plijus e vefe dizoloiñ tonioù modernoc’h ivez.
Pleustradegoù : ur wech ar sizhun e Kelc’h Keltiel Roazhon e Feurm an Delenn, diouzh ar meurzh eus 8e30 noz betek 10e (er maez vakañsoù skol).