Kanerien Sant Meryn

Savet eo bet Laz-kanañ Kanerien sant Meryn e 1983 evit geveliñ Ploveilh (e-kichen Kemper) gant Crymych e Bro Gembre. Añvet eo bet dre Sant Meryn, patron Ploveilh.

Kreñvaet eo bet roll an tonioù kanet gant al laz-kanañ a-hed ar bloavezhioù. Kanañ a ra dreizholl e Kerne, met ivez e Breizh a-bez. Klevet eo bet ivez e broioù keltiek all, evel Bro Iwerzhon, Bro Gembre ha Galisia…

Chom a ra Kanerien sant Meryn e Ploveilh. Kinnig a ra tonioù hengounel, kempennet a peder vouezh, hag ivez krouidigezhioù a zegas startijenn a-nevez e tonioù a lies-mouezh, o islinennañ muzikelder ar brezhoneg.

Ezel kevread Kanomp Breizh eo al laz-kanañ. Bodet eo tro tregont laz-kanañ e brezhoneg eus ar pemp departamant Breizh ennañ. Ezel eo ivez eus kevread Chant Choral en Finistère, e-touez an dek ha pevar-ugent laz-kanañ ezel.

Renerezh war ar sonerezh : Jean-Yves Le Ven
Goude bezañ studiet gantañ gitar klasel ha folk, senet en ur strollad rock, dastummet tonioù ha senet e festoù-noz, heuliet kelc’hioù keltiek gant Galoupierien ha Feobriz, aet eo da gompoziñ ha gempenn evit lazoù-kanañ ha lazoù-seniñ. Skrivet eo bet gantañ lodennoù evit laz-kanañ abadenn Azeliz Iza, savet gant Bagad Kemper e 200, evit 50vet deiz ha bloazh ar bagad.

Pinijenn ar Roue Gradlon, e oratorio kentañ, war pozioù gant Jeva Omnes, a zo bet kinniget da arvesterien Goulioù Kerne e 2004. E eil oratorio, Izild a Vreizh, war mojenn Tristan hag Izild, a zo bet krouet e Gouelioù Kerne e 2009. Maout ar C’hrouidigezh a zo bet roet da Jean-Yves Le Ven evitañ gant Kanomp Breizh. Enrollet eo bet e Kreizenn sevenadurel Les Arcs e Kewen, e 2013.

Labouret e n’eus ar bloavezhioù warlec’h o kendoniañ tonioù hengounel, ha ne vezent ket kanet gant al lazoù-kanañ araok. Da skwer tonioù Bro an Aven, tonioù bale, dañsoù, bodet war CD Balaven, enrollet e kreizenn sevenadurel Le Nautile er Forest- Fouen e 2016.

Gant Nevezadur, un oberenn evit laz-kanañ ha laz-seniñ war tem ar c’houlzadoù-amzer, eo degemeret en-dro e 2016, evit Maout ar C’hrouidigezh evit al lzaoù-kanañ e brezhoneg.

Embannet eo bet gant Kevread Kanomp Breizh e 2017, Peder Vouezh, ul levr eizh ha tregont partisionnoù e-touez ar c’hant bennag kompozet pe kempennet gant Jean-Yves Le Ven.

Kompoziñ a ra e 2018 al lodennoù kanet eus pezh-c’hoari Galnys, skrivet ha leurennet gant Yann-Fulub Dupuy.

Kanet eo bet oberenn Nevezadur klok, evit laz-kanañ ha laz-seniñ e iliz-veur Sant-Kaourintin e Kemper d’ar 17 a viz mae da vare Gouel Breizh.

Enoriñ a ra e 2020 triad mojennek c’hoarezhed Goadeg, eus ar C’hreizh Breizh, gant oberenn Tanon, Tanie ha Tasie. Un heuliad tonioù eo, gant dek ton ha dañs e-touez ar hini a oa kanet ganto.

Ar goristed
: Un tri-ugent bennag a zo er strollad, eus Kemper ha e bro. Lod anezho a gomz brezhoneg. Rannet int etre pevar kordennad : soprani, alti, tenored, bout.

Evel heritourien sevenadur ha yezh ar vro, treuzkas a reomp an hengoun dre skrid, dre gomz ha dre ar c’han.

En em gavout a reomp bep sizhun evit pleustriñ e-pad div eurvezh, diouzh ar yaou e ti an holl Ploveilh, hag ivez e-pad dibenn-sizhunioù araog ar sonadegoù. Degemeret e vez pephini, brezhoneger pe get, deraouer pe barrek e sonerezh, a fell dezhañ kemer perzh. N’eus nemet bezañ pllijet o kanañ e brezhoneg.

Ar sonerien
: Kanañ a ra al laz-kanañ an aliesañ a cappella, met ma vez ezhomm e vez goulennet gant Kanerien sant Meryn bezañ heuliet gant sonerien a vicher, pe amatourien gouest, lod anezho o tont deus skolioù sonerezh ar Rannvro.

Ar binvioù implijet a zo hini an hengoun keltiek evel uilleann-pipes, bombard, biniou, telenn, pe binvioù klasel evel violoñs, alto, violoñsell, fleüt, taboulin…

Menegomp quatuor Ponticelli, duo Nijadell (Fabrice Lothodé ha Jeremy Simon), André Le Meut ha Philippe Bataille, Daniel Le Féon ha Michel Boëdec, strollad Lirzhin…

Kanerien Sant Meryn

  • Chorale Kemmesk
  • 29700 Plomelin