Laz-kanañ bro an Oriant eo Kanerion an Oriant. Renet eo gant
Diane Régnier. Savet eo bet al laz-kanañ gant un neubeut a ganerien
tomm gant sevenadur Breizh. Fellout a rae dezho brudañ an tonioù
eus Breizh hag ar vroioù keltiek. Kanañ a ra KAO a peder vouezh e brezhoneg bro Gwened,
tonioù hengounel pe krouet a-vremañ.
Añvet eo bet Kampion Breizh al laz-kanañ e 2009, hag aet eo Maout ar C’hrouidigezh gantañ e 2009 ha 2018.