La Clé des Chants

Savet eo bet al laz-kanañ Plouzeniel e bloavezh naontek kant ugent. Kantikoù iliz a veze kanet gantañ nemetken e penn-kentañ.

Un anv all zo bet roet d’ar strollad pa oa bet krouet e miz Meurzh  naontek kant triwec’h ha pevar-ugent d’ar gevredigezh nevez anvet : « La Clé des Chants ». Renet eo bremañ gant Florian Desbans abaoe miz Gwengolo 2021. (daou vil unan warn-ugent) 35 (pemp ha
tregont) kaner a zo enni bremañ.

Bep gwener e vez pleustret ganto, etre 5e15 ha 6e45 er sal Kan an Avel e Plouzeniel.

Bep bloavezh e vez graet etre 5 ha 7 sonadeg gant ar strollad ha laouen int ivez da veajiñ evit brudañ kultur Breizh, dreist-holl ar yezh hag ivez evit mont e darempred gant strolladoù all.  Bloavezhioù paset o deus bet ar chañs kanerien Plouzeniel da vevañ prantadoù pouezhus a-drugarez da galz beajoù, da skouer e  Normandi, e bro Martinik, e Bompas e-kichen Perpignan, e Pragues, Bruges hag evit echuiñ, e miz Ebrel 2022 (daou vil daou warn-ugent) e Beauvais.

 

La Clé des Chants

  • Chorale Kemmesk
  • 29260 Ploudaniel