Laz-Kanañ An Alre a zo ur strollad liesmouezh renet abaoe miz Gwengolo 2018 gant Françoise Pasco, kelennerez deskadurezh sonerezh e Kreizenn Sonerezh hag Arzoù Sakr Santez-Anna-Wened e lec’h ma tesk an ograou ivez.
Un ugent bennak a ganerien a zo el laz-kanañ, o tont eus vro An Alre, Gwened pe Ambon, bodet tro-dro da ganaouennoù hengounel Breizh ha reoù o tont eus ar vroioù keltiek. Reiñ a reont meur a sonadegoù bep bloaz. Kas a ra ar strollad ul labour dibaouez war an doare da ganañ meuleudioù kozh hag an doare da gendoniañ anezho.
Kanañ a ra al laz-kanañ e brezhoneg dreist-holl. Pal Laz-Kanañ An Alre a zo da zreuzkas sevenadur muzikel breizh ha keltiek dre ar c’han a-gor heuliet a-wechoù gant binviji sonerezh hengounel.
https://contactchoeuranalr.wixsite.com/choeur-an-alre