Mouezh Paotred Breizh

Birvilhet eo adalek tost 30 vloazh sevenadur Breizh dre ar c’han a lies-mouezh, gant kanerien Mouezh Paotred Breizh – o tont deus ar pemp departamant Breizh istorel.
Dougañ a reont enno, gant foug ha largentez, un istor, ur glad, ur vro ha kredennoù. Lavar a reont dreistholl braventezh ha pinvidigezh o yezh, liamm diwezhañ o tommañ anezho d’o bro ha d’o zadoù kozh.
Renet abaoe ar penn kentañ gant Jean-Marie Airault, hag heuliet gant un neubeut sonerien hengounel, Mouezh Paotred Breizh a ginnig ur veaj espar e Breizh evit bevañ mareadoù fromus ha leun a startijenn.

Evit respont da bedadenn Bro Gembre eus “World Choir ” evit kemer perzh en un
emvod lazou-kanañ paotred e Atlanta (USA), eo bet savet e 1993 ul laz-kanañ
paotred e Breizh, dre bolontez Jean-Marie Airault ha Yann-Ber Premel.
Añvet eo al laz-kanañ “Mouezh Paotred Breizh”.
Mouezh Paotred Breizh a gan dreistoll tonioù
hengounel eus Breizh (tonioù sakr ha disakr) hag eus Bro Gembre, met ivez
tonioù digaset eus kejadennoù gant lazoù-kanañ paotred all, ha krouidigezhioù. Kendeuziñ a ra
an hengoun ha sonerezh a-vremañ o tigeriñ da gompozerien yaouank. Enoriñ a ra en droerourien pe
ar varzhed evel Visant Seite, Job Seite, Job an Irien, Xavier Grall, Patrig Corlay, Jean-Pierre Boulic, hag ivez kompozerien ar vro evel René Abjean, Yves
Ribis, P-Y. Moign, Yves Elégoet, Gwenaël Riou, Goulven Airault…
Pezh orin al laz-kanañ a zo da vezañ ur strollad rannvroel. E 57
kaner a teu eus ar 5 departamant istorel Breizh.
Kanañ a ra a cappella, met ivez o vezañ heuliet gant binvioù : piano, ograou, bombard,
telenn, uilleann-pipes, sakso… Renet eo al laz-kanañ abaoe ar penn-kentañ gant Jean-Marie Airault.
Kannader sevenadur Breizh eo Mouezh Paotred Breizh dre e
kejadennoù. Kemer a ra perzh bep bloazh e meur a sonadegoù ha gouelioù e Breizh, e
Bro C’hall, hag en diavaezh.
Anavezet eo hiziv evel unan eus ar wellañ laz-kanañ o kanañ e
brezhoneg, hag añvet eo bet a c’hwec’h gwech Kampion Breizh.

Pleustriñ a ra Mouezh Paotred Breizh ur wech er miz, un dervezh a-bez, e Kreizh-Breizh.

Mouezh Paotred Breizh

  • Chorale Gourel
  • 29270 Carhaix-Plouguer