Anjela Duval, bet ganet Marie-Angèle Duval, a oa ur varzhezh Breizh ganet diouzh an 3 a viz ebrel 1905 e Kozh-Varc’had e-kichen Plouaret (22). Aet eo da anaon diouzh ar 7 a viz du 1981, e Lannuon.

Plac’h nemeti ur familh gounidegien, adkemeret e oa bet an atant ganti (marvet eo he zad e 1941,hag he mamm e 1951). Pennherezh e oa chomet goude marv he c’hoar Maia, marvet o vezañ 10 vloazh (chomet eo-hi bev e lod eus barzhonegoù Anjela) hag hini he breur Charles. He unan eo chomet ivez a-hed ur vuhez a zizimez.A-enep eo bet atav en em zimeziñ peogwir ne felle ket dezhi heuliañ en harlu ur paotr, ur moaer karet ganti. Ur peizant paour ha simpl eo Anjela Duval, a skrive ha barzhonegoù war ur c’haier skol en he zi bihan eusTraoñ an Dour e Kozh-Varc’had, goude un dervezh labour staert er maezioù.

Lenn a rae e brezhoneg abaoe e yaouankiz, met kroget he deus skivañ nemet e bloavezhioù 1960. Aet eo bet da skol ar seurezed e parrez Tregrom nemet etre 6 ha 12 vloazh.Tapet he deus goude-se ur c’hlañved an eskern setu perak he deus kenderc’hel deskiñ kentelioù dre ar post evit merc’hed diwar ar maez er ger. Gouzout a rae komz gwall vat e galleg, ha d’en tu all, desket he doa katekiz e brezhoneg evel e oa ar reolenn er mare-se.

Klasket he doa ur gazetenn e brezhoneg, kinniget e oa bet dezhi Ar Bed Keltiek, hag a zo kentoc’h diouzh an tu nationalist Breizh.
Hag-hi o vont a-du gant o mennozioù, pezh a oa dispar evit ur peizantez. Dizoloet e oa bet gant an arvesterien dre abadenn André Voisin Les Conteurs, e 1971.

Dizoloet e oa bet gant an arvesterien dre abadenn André Voisin Les Conteurs, e 1971.

He oberennoù klok a zo bet embannet (dindan titl Oberenn glok), e 2000. Moullet e 1000 skwerenn, ha buan gwerzhet, adembannet int bet e 2005, maread kantved deiz ha bloazh he ganedigezh.

Lennadurezh

Kan an douar

Brest, Al Liamm, 1973 (Le chant de la terre)

Traoñ an Dour

(embannet goude he marv) - Editions Al Liamm, 1982

Tad-kozh Roperz-Huon (1822-1902)

Hor Yezh, 1982, 1992

Me, Anjela, Mouladurioù Hor Yezh

1986 - ISBN 2-86863-023-5

Rouzig ar gwiñver

Editions An Here, 1989

Stourm a ran war bep tachenn

Editions Mignoned Anjela, 1998

Oberenn glok

2000, 2005

Troet

Lenora Timm, A Modem Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology

Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990 (anglais)

Au fil des saisons - Gant ar mareoù-bloaz

(divyezhek, skrid e galleg gant Pierre Jakez Hélias), Coop Breizh, 1995

Peder fer

(divyezheg, skrif e gallek gant Paol Keineg), Editions Mignoned Anjela, 2005