Arthur Goasdoué

Kompozer, kempenner, ha rener laz-kanañ

Tremenet e deus Arthur Goasdoué e vuhez a-bez e skolaj Sant-Joseb e Lannuon. Ograouer ha rener laz-kanañ, savet eo bet kompagnunezh marsikoded Sant Joseb gantañ. Un trec’hadenn o deus graet o studiañ tonioù Breizhat, ken brav ha ken pinvidig. E gempennoù a zo dispar e touez an tonioù e brezhoneg : an holl mouezhioù a gan. Ar beleg a vije bet gouest da heuliañ ur vicher promaeser e sonerezh. Met choazet e n’eus lakaat ar vugale hag ar re yaouank da ganañ, en ur chom liammet d’e gwrizioù vreizhat. Ur arzour da zizoloiñ pe da zizoloiñ en-dro.

Ganet eo an abad Arthur Goasdoué e 1907 e Buhulien, e-kichen Lannuon (22). Heuliañ a raio roudoù e eontr, an abad Yves-Marie Goasdoué, hag a zo bet kelenner sonerezh e kloerdi bihan Landreger, person Lanveleg, person Plestin hag anavezet evit e talentoù soner ha barzh.

Goude e studioù eil derez e skolaj Sant-Jozeb Lannuon, degemeret eo e kloerdi braz. Urzhiet beleg e 1930, eo kaset da gentañ e Bear (22)

Añvet eo Arthur Goasdoué e 1932 e skolaj Sant-Jozeb e Lannuon, da gentañ evel kelenner sonerezh met ivez evel kelenner galleg evit ar re a felle dezho en em treiñ da micherioù ar c’hoñvers pe al labour-douar.

Erfin, dont a ra dreistholl rener al laz-kanañ. Renet e oa araog 1932 gant an abad Humbert. Dindan lusk an abad Goasdoué eo deuet kompagnunezh marsikoded. Anavezet e vo ganti eurioù a gloar.
Met chom a raio Arthur Goasdoué nemet seizh vloazh e Lannuon. Engervelet eo e 1939, ha graet prizoner beteg 1945. Kenderc’hel a ra e darempredoù gant ar skolaj, o reiñ urzhioù dre lizher, a-hed ar c’hwec’h vloazh eo bet prizoner. Gwellat a ra e teknik skritur sonerezh e-pad ar mare-se, o vezañ atav e darempred gant kompozerien ha sonerien meur (e-touez anezho Michel Sens, baryton anavezet) o deus anavezet e varregezhioù. E-pad ar bloavezhioù-se, e n’eus gellet ren lazoù-seniñ bihan ha lazoù-kanañ savet diouzh an degouezh. Dont a ra e Sant-Jozeb en-dro e 1945. Degemeret eo gant “e” kompagnunezh marsikoded o kanañ “Exultate Justi” gant Viadana.
Kemer a ra diouzhtu Arthur Goasdoué penn al laz-kanañ en-dro, hag hini an holl oberiantizoù liammet. Labourat a ra ivez asamblez gant an abad Le Bihan, ispisializet e kan gregorian, hag ograouer komagnunez mardikoded eus 1941 beteg 1950.
A partir des années 50, l’abbé Goasdoué met en pratique ce qu’il a appris pendant la guerre. Lakaat a ra da bleudtr pezh e n’eus desket e-pad ar brezl, adalek ar bloavezhioù 50 Deiziañ a ra deus ar maread-se kempenn kantik da Sant Erwan brudet “Na n’eus ket e Breizh”, ha meur a gempennoù ha tonioù kompozet gantañ, bodet el levr savet gant Jean-Marc Kernin. Gwrac’h gant sonerezh Breizh, pledal a ra Arthur Goasdoué gant ar c’hantikoù ha tonioù pobl simpl met ivez ken brav, hag a velezour feiz ha doujañs Doue ar vro. Sinañ a rae a-wechoù “Abarzur”, da laret eo “mab Arzur” war e roll-skridoù.

Kuitaat a ra skolaj Sant-Jozeb eus Lannuon e 1963. Etre 1963 ha 1966, aluzoner eo e ti ar seurezed e Landreger (22), e 1967, person eo e Gomenec’h. Da c’houde, ez a kuit war e leve e Trogeri (22). Mont a ra da anaon amañ e 1968.
Lidet eo e obidoù e iliz Buhulien e-kichen Lannuon. Lakaet en douar e-pad ar vakañsoù, n’eus ket ul laz-kanañ o kemer perzh en oferenn…

A-berzh

Eus levr partisionnoù Jean-Marc Kernin “Arthur Goasdoué, Kempenn / Kompozadurioù”. Embannet gant e hegarat aotre.

Evit prenañ levr oberennoù Arthur Goasdoue, deuit e darempred gant Jean-Marc Kernin : bernjmkerlann@wanadoo.fr