Ganet eo bet Jef Le Penven (1919 – 1967) e Pondi d’an 3 a viz du 1919.
Kompozer ha rener laz-seniñ e oa. Renet eo bet Laz-seniñ Breizh gantañ abaoe 1940. Brudet eo dreistoll evit ar barzhonegoù reizhet gantañ. Me zo ganet e-kreiz ar mor skrivet gant Yann-Ber Kalloc’h a zo unan eus e donioù o deus graet e berzh.
Chom a ra hiziv unan eus an arzourien atav c’hoariet gant sonerien an nevez amzer Keltiek evel Gilles Servat pe Alan Stivell.
Kompozet eo bet oberennoù sonerezh sinfonek evel Kanadenn Penn ar Bed pe Sinfoni ar Morbihan. Brudet eo deuet evel kompozer Breizh goude-se. Liammet kreñv gant kompozerien e amzer e oa. Kenlabouret e deus o vrudañ an tonioù hengounel dre an oberennoù kompozet gantañ. Marv eo Jef Le Penven e Douarnenez, d’an 30 a viz ebrel 1967.
Gouestlet e deus e vuhez da Vreizh ha da sonerezh ar vro. Peptra en e oberenn a lak da soñjal da sonerezh ar vro : an tonioù, an dañsoù, ar pezhoù evit ograou pe e sonerezh sinfonek.
Oberennoù
Tir Na Nog, La Marche des Bretons
Les Celtes
Cantate du Bout du Monde
Symphonie du Morbihan
Messe en l'honneur de Ste Anne
Messe de Noël
(1960. Source : pochette du LP "Messe de Noël", édition Mouez Breiz n° 3323)
Six Noëls du Morbihan
Deux Contes Bretons
Ballets Bretons
Troet
Lenora Timm, A Modem Breton Political Poet, Anjela Duval A Biography and an Anthology
Studies in French Literature Number 5, Edwin Mellen Press, ISBN 0-88946-570-3, 1990 (anglais)
Au fil des saisons - Gant ar mareoù-bloaz
(divyezhek, skrid e galleg gant Pierre Jakez Hélias), Coop Breizh, 1995
Peder fer
(divyezheg, skrif e gallek gant Paol Keineg), Editions Mignoned Anjela, 2005