Ganet eo bet e Brest (Penn ar Bed) d’ar 5 a viz gwengolo 1927.

Mab ha mab-bihan ofiserien ar Morlu e oa, met choazet eo bet ar sonerezh gantañ. Sudiet n’eus seniñ piano, ha degemeret eo bet e Skol Vroadel ar sonerezh eus Paris, lec’h ma vo aet priz kentañ ar c’hendon gantañ e 1952. E oberenn gentañ kinniget da arvesterien a zo bet sonerezh abadenn gwilhouzer Marcel Marceau e 1948.

Dedennet eo gant sonerezh kenel evel kompozerien all e oad, ha tudiet eo bet gantañ dreistoll sonerezh Breizh, e vro a orin, hag hini ar vroioù keltiek. Awenet gant sonerezh breizhat ar pobl, skrivañ a ra e 1953, sonerezh ur songomedi war dialogou gant Glenmor. Krouiñ a ra goude-se teskadoù sonerezh hengounel. Ganto e vo diskouezet diferañs sonerezh Breizh, he talvoudegezh liesfasig.

Savet eo gantañ e 1956 : Son ha Koroll. 3 pladenn a zo bet enrollet gant ar strollad e Barclay, hag ober a ra un abadenn en Olympia e 1961. Goude-se, eo bet savet Kabalerien. Gant ar strollad-se eo bet enrollet pladennoù e Le Chant du Monde, ha graet sonadegoù, troioù, abadennoù radio ha tele e Alamagn, Suis, Beljik ha Breizh-Veur.

E 1964 eo bet kompozet gant Pierre-Yves Moign sonerezh Strollad Dañs Pobl Roazhon, ha da c’hoiude hini Strollad Dañs Pobl Kemper, o tiskouezh e giz-se eo ken dedenus sonerezh Breizh evel hini ar vroioù all, hini vroioù Europa eus ar Reter. Krouiñ a ra er mare-se, o skrivañ sonerezh evit lazoù-kanañ ha lazoù-seniñ a-bep seurt, dreistoll strolladoù binvioù hengounel, o vezañ evelse diaraoger e “revival” sonerezh folk ar bloavezhioù 70 e Breizh.

Met, abaoe 1960, o vezañ bet dedenet gant kudennoù kelenn ar sonerezh, studiañ a ra fesonoù abil, evel hini Orff ha Kodaly, evit lakaat naezho war sonerezh hengounel ar vro.

Lakaat a ra da bleustr, gant kenlabourerien eus kevredigezh War Hentoù Breizh (prezidant saver eo) kelennoù sonerezh breizhat evit ar vugale, e penn-kentañ ar bloavezhioù 70. Savet eo ha renet eo gant Pierre-Yves Moign ul laz-kanañ a 100 kaner, gant ar memes kevredigezh. skrivañ a ra evit al alz-kanañ-se kendonioù a galite o adneveziñ sonerezh hengounel lazoù-kanañ Breizh.

Goulennet eo alies, erfin, ober prezegennoù war sonerezh hengounel. Divizet eo gant Pierre-Yves Moign e 1972, ahelañ e oberiantizoù dreistoll war kompoziñ sonerezh. Pezh a eo bet morse gwall lakaet a-gostez gantañ. Krouet e oa bet e 1968 dija, unan eus e oberennoù e Roazhon, o testenniñ evelse eus e skiant o reiñ laz. Goude vezañ bet dedenet gant an amzer tremenet, ha dreistoll e sonerezh hengounel, dedenet eo bet Pierre-Yve Moign gant modoù ha stummoù sonerezh a bep-seurt : e douare da skivañ a zo e-kreiz levezonoù disheñvel hor aùzer.

Etre 1978 ha 1999 eo bet renet gant Pierre-Yves Moign Kreizenn an Arzoù Pobl e Brest. Savet gantañ, e pal oa diorren glad arzel Breizh en holl e strummoù. Ur skol arzoù hengounel eo hiziv ar greizenn, gant ouzhpenn 300 studier. E-touez an abadennoù niverus kaset en-dro gant Pierre-Yves Moign, eo ret notenniñ kejadennoù “Arzoù hengounel ha kevret a-vremañ”, hag ivez ur bodadeg lazoù-kanañ keltiek.

Oberennoù

Evit solisted, laz-kanañ ha laz-seniñ

Gwerz Morvan (35')

War un destenn divyezhek (brezhoneg/galleg) gant Youenn Gwernig, Salaun ar Foll war ur barzhoneg e galleg gant Paol Keineg.

Evit laz-seniñ sinfonik :

Légendaire pour le roi Arthur

(16')

Un den hag ar mor

un homme et la mer (15')

Gradlon meur

Is la ville engloutie (16')

Evit laz-seniñ kordennoù :

Dasson Breizh

(16')

Les heures de Rohan

(90')

Sonerezh evit al leurenn :

Mort avant l'aube

(1948)

Gurvan de Tanguy Malmanche

(1974)

Nominoë Oe ! de Jakez Riou

(1976)

Iseult Seconde de P.-J. Helias

(1979)

Le Barzaz Breizh

(1975)

Sonerezh kambr :

Seizh a sonerien gant fleüt, bombard, klarinetenn, saksofon, kraoñenn, bout

(1975)

Teir pezh berr evit pemp a sonerien kouevroù

Tri barzhoneg bro Gembre evit daou piano

(1985)

Jenovefa, songomedi

war pozioù gant Glenmor (1954)

Pezh evit telenn :

An dro da selaouin

(danse à écouter - 1982)

Petite gwerz

(1983)

Thème et variations "Gwerz an Ananoun"

(1983)

Deux An Dro superposés

(1983)

Kempennoù niverus war temoù hengounel eus Breizh.

Evit lazoù-kanañ, evit lazoù-seniñ klasel hag hengounel

Evit e gentelioù sonerezh eo bet klaset, dre un urzh araokadenn pedagojikel, oberennoù war tonioù hengounel Breizh evit laz-seniñ bihan. Hag un metodenn kelenn sonerezh dre ar fleüt, war tonioù hengounel, hag evit laz-kanañ.

Pladennoù

Son ha koroll

Barclay 86030 et 86031

Chants Celtiques

par Dunvel Ar Benn

Chant du Monde

LDY 4217

Les ballets populaires de Rennes

Polydor - 45580

Les Kabalerien, Mouez Breizh et Iroise

1774 ATS War hentou Breizh, Iroise - 30118

Abadennoù

FR3 n’eus produet diou abadenn T.V. war Pierre-Yves Moign :