Kelenner Skol Uhel, war gweled ha klewed, emañ René Abjean komposer, mestr laz-kanañ ha laz-soniñ ouzhpenn. Chom a ra e añv keñveret da geskiñ al lazioù-kanañ Breizh.

Goude kentelioù prevez violoñs ha solfej, dont a ra René Abjean ezel euz laz-kanañ Plougerne (29), ha sevel a ra, o vezañ 17 vloazh, e laz-kanañ paotred kentañ : Korriganed an Arvor.

Ret e oa, er mare-se, diorren niver an tonioù e brezhoneg evit al lazoù-kanañ. Setu perak e deus kroget abred awalac’h kempenn tonioù hengounel ha kompoziñ tonioù awenet gant hengoun Breizh, peurgetket gant Barzaz Breiz.

Sevel a ra, e 1962, ar strollad Ar Paganiz, ha deuet eo ezel euz laz-kanañ paotred ar Re Yaouank Studierien Breizh e Brest, e 1966, hag a zo deuet e 1969 strollad Breizerien, araog kemer perzh e savadur strollad An Triskell. Kenlabouret e deus gant ar vreudeur Quéfféléant evit meur a enrolladurioù (War Varc’h d’ar Mor, 1987 ; sonerezh film-kazetenn Yannick Andrei : Blanc, Bleu, Rouge).

E 1969, dont a ra prezidant komite Festival International des Cornemuses e Brest. Er mare-se, o heuliañ lusk ar folk e Amerika, eo bet dalc’het bodedegoù kentañ sonerien e Breizh. Kejal a ra neuze René Abjean gant Alan Stivell, Gilles Servat, les Tri Yann… Levezon an darempredoù-se, evel hini gant sonerien Bro Gembre pe Bro Iwerzhon, evel strollad Clannad, a zo bet pouezus war e zibaboù kenedus , dreistoll war le labour war sonerezh mozel.

Ren a ra laz-kanañ Guitalmeze e 1975, hag hini ar Folgoet e 1977, celle du Folgoët. Krouiñ a ra Laz-kanañ Penn ar Bed gant Jo Le Gad o keñveriñ anezho gant laz-kanañ Plougerne. E 1988 eo e penn laz-kanañ Mouez ar Mor eus Brest

Savet eo bet e 1977, gant René Abjean asamblez gant Pierre-Yves Moign, Kreizenn an Arzoù Pobl e Brest. Prezidant eo betek 1982. Dont a ra neuze rener eus Radio France e Kemper, Radio Bretagne Ouest, betek 1985. Kemer a ra perzh e krouidigezh Gwerz Morvan, oberenn Pierre-Yves Moign evel rener laz-kanañ, evit gouel Tombées de la Nuit e Roazhon e 1980, ha ren a ra krouidigezh war an tele eus ar Messe Bretonne skrivet gant Pierrick Houdy e Sant-Thegonnec e 1981.

Keñver ha keñver tout an traou a veze graet gantañ, oberennoù meur a zo bet savet, evel Missa Keltia e 1975, skrivet evit laz-kanañ hag ograou, war pozioù gant Job an Irien. Kanadenn Ar Marh Dall, skrivet evit solisted, laz-kanañ ha beñvioù keltiek e 1978 a lak al lazoù-kanañ e-kreiz amzer nevez sonerezh Breizh. Kompoziñ a ra, e 1987, asamblez gant strollad An Triskell, un oratorio keltiek, War Varc’h d’ar Mor, evit solisted, laz-kanañ, binvioù hengounel, violoñs, gitar klaouier ha skoidigezhioù. Ur berzh eo diouzhtu, ha c’hoariet eo bet an oberenn betek Bro Iwerzhon hag an Aotrich.

Kompozet eo bet Kan evit ar Peoc’h gantañ e 1989, un oberenn evit solisted, laz-kanañ ha laz-seniñ. Krouet eo bet an oberenn en ur stumm disheñvel orkestret gant Yvan Cassar, gant lazoù-kanañ ezel eus Kendalc’h ha laz-seniñ Brocéliande. Skrivañ a ra ur c’hanadenn evit Ti-Ker Sant-Briec Ur Ger war-zu ar Mor , war pozioù gant Heather Dohollau e 1999 ha, da vare hanter-kantved deiz-ha-bloazh Kendalc’h e 2000, an oratorio Liñvadenn Ker Is, evit laz-kanañ ha laz-seniñ kemepnnet gant Bruno Gousset. Kempennet eo bet gant René Abjean meur a zonioù hengounel eus ar vrioù keltiek, ha sonet int alies e Breizh evel hag e Bro C’hall.

Chom a ra e oberenn liammet tost ouzh sonerezh hengounel Breizh. Arouezennoù kentañ oberennoù René Abjean a zo merket gant e bolonte skrivañ ur meulodi liammet war-eeun gant ar vouezh en ur sonerezh tost ouzh spered ar sonerezh barok. E labour gant kanerien amatourien a-bouez war e zibaboù kenedus. E ezhomm da lakaat en-dro temoù hengounel e lusk sonerezh a-vremañ e vez klevet e tonioù evel Bale Roue Arzur, lec’h ma eo bet kempennet an ton gant lodennoù eus ar glad, da skwer ar frazenn pe al lusk. Ar perc’hennañ-se a lak ul liamm etre e oberenn hag an hengoun.

Katalog

Skrivet eo bet gant René Abjean meur a bennadoù-skrid war sonerezh e Breizh, pergen evit kelaouenn Dastum pe kelaouenn Bretagne Aujourd’hui.
Aozer ur studi : La Musique Bretonne (éd. Jos Le Doare, 1974), kenlabouret e deuz ivez e Histoire Littéraire et Culturelle de la Bretagne, Brest : CRBC, 1987.

Roll an oberennoù

Sonerezh evit binvioù

Diri Dour

Sonate pour 3 harpes celtiques, ms, 1993.

Sonerezh gant mouezhioù

Missa Keltia (Messe Celtique)

laz-kanañ hag ograou, pozioù gant Job An Irien, ms, 1975.

Oferenn " Tre-Levenez " (Messe de Treflenez)

Laz-kanañ hag ograou, pozioù gant Job An Irien, ms, 1984.

O Hedal an Deiz (En Attendant le Jour)

Kanadenn "Bro Skos" evit laz-kanañ hag ograou, pozioù gant Job An Irien, ms, 1979.

Pedenn ar Vamm (La prière de la Mère)

Kanadenn evit solisted, laz-kanañ hag ograou, pozioù gant Job An Irien, ms, 1990.

Ur Magnificat Keltiek

Laz-kanañ, ograou, bombard ha biniou, pozioù gant Job An Irien, ms, 1982.

Ur Vro war-zu ar Mor

Kanadenn triyezhek evit laz-kanañ paotred ha binvioù keltiek ms, 2003.

Liñvadenn Ker Is (La Submersion de la Ville d'Is)

Kanadenn evit laz-kanañ ha laz-seniñ, pozioù gant Per-Jakez Helias, Marie Kermarec.., ms. Skrid evit laz-seniñ gant Bruno Gousset, 2000 ; skrid folk evit binvioù keltiek, 2002.

Ur Ger war-zu ar Mor

Kanadenn evit laz-kanañ, uilleann pipes ha laz-seniñ, pozioù gant Heather Dohollau, ms, 1999.

Ar Marc'h Dall (Le Cheval aveugle)

Kanadenn disakr evit solisted, laz-kanañ ha binvioù keltiek, pozioù gant Job An Irien, ms, 1979.

War Varc'h d'ar Mor (A Cheval vers la Mer)

Oratorio keltiek kompozet asamblez gant Pol hag Hervé Queffeleant, evit solisted, laz-kanañ, violoñs, klaouier, skoidigezh, ha binvioù hengounel (telenn, whistle, violoñs, biniou), pozioù gant Job an Irien ms 1987.

Kan evit ar Peoc'h (Cantate pour la Paix)

Kanadenn evit laz-kanañ ha binviou keltiek, pozioù gant Job An Irien, 1989. Skrid evit laz-seniñ gant Yvan Cassar evit soprano, baryton, laz-kanañ ha laz-seniñ, ms, 1995.

Diskrivadennoù

Te Deum Gallois gant J. Morgan Lloyd

Lakaet e brezhoneg evit laz-kanañ hag ograou. ms, 2002

All

Blanc, Bleu, Rouge

sonerezh film-kazetenn gant Yannick Andrei, Intersong 1981.